Emgann Bakhmut

Emgann Bakhmut
emgann
Rann eusBattle of Donbas, Brezel etre Ukraina ha Rusia Kemmañ
StadUkraina Kemmañ
E tiriadBakhmut Hromada Kemmañ
Lec'hBakhmut, Ukraina Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°35′42″N 38°0′0″E Kemmañ
Deiziad2020s Kemmañ
Deiziad kregiñ1 Eos 2022 Kemmañ
Prantadistor Ukraina abaoe 1991, Rusia dindan renerezh Vladimir Poutin Kemmañ
PerzhiadNerzhioù armet Rusia, Nerzhioù lu Ukraina Kemmañ
EfedNerzhioù armet Rusia Kemmañ
Map
Emgann Bakhmut

Emgann Bakhmut pe Emgann Artemivsk zo un hollad emgannoù nepell diouzh kêr Bakhmut etre nerzhioù lu Ukraina ha nerzhioù Kevredad Rusia harpet gant gopr-soudarded ar Strollad Wagner ha nerzhioù lu Republik Pobl Donetsk ha Republik Pobl Louhansk e-kerzh Emgann an Donbas. Krog e oa kanoliadeg kêr Bakhmut e Mae 2022, met kroget e oa an emgann da vat d'ar 1añ a viz Eost. Nerzhioù lu Rusia a oa deuet eus tu Popasna goude ma voe kilet gant Ukrainiz diouzh an talbenn.

Un 9K22 Tunguska eus an 30vet brigadenn enep-aer ukrainan

E fin ar bloavezh 2022, goude enep-argadennoù C'harkiv ha C'herson gant Ukraina, talbenn Bakhmut-Soledar a oa deuet da vezañ lec'h pouezusañ ar brezel. Rusia a gendalc'h da dagañ eno dreist-holl adalek Du 2022. Ouzhpennet e oa bet nerzhioù rusian evit harpañ an talbenn o tont eus talbenn Kherson gant soudarded nevez enrollet. Gant an amzer o tremen e vez keñveriet an talbenn ouzh unan eus ar C'hentañ Brezel-bed gant fozioù-difenn ha tagadennoù gwadus a bep tu hep gounid douaroù anat. Keñveriet e vez gant emgannoù Stalingrad ha Verdun [1]

  1. https://www.ouest-france.fr/monde/guerre-en-ukraine/entretien-guerre-en-ukraine-apres-bakhmout-quelle-strategie-pour-larmee-russe-a7228b34-be5f-11ed-9958-ce650855cbcb. La bataille de Bakhmout rappelle simultanément la symbolique de Verdun et de Stalingrad. Verdun, dans le sens de l’attrition. C’est une bataille qui provoque de nombreuses pertes, y compris chez les Ukrainiens. Stalingrad, parce que c’est un combat en zone urbaine où chaque paquet de maisons devient un enjeu Jeneral Jérôme Pellistrandi.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search